Diwar-ma-fenn

Diwar-ma-fenn

Ar sit-ma ro detaliou diwar-benn lod deuz ma enklaskou.

Breton ha Kembread on med abaoe un neubeud bloaveziou mon e chom ba rouantelez kuz Inishowen, ur ledenez aveleg ba penn hanter-noz toud an Iverzon, gant ma gwreg Ewa hag hon plac’h vian.

Skriva rañ dreist-oll diwar-benn ar poblou kelteg o yez, ha dreist-oll diwar-benn an amzerou istorel modern – goude ouiañ un tamm mat diwar-benn kalz tuennou istor Kelted an Henamzer hag ar C’hrennamzer – kement ba Breiz Veur hag an Iverzon ha war zouar braz an Europ. En gwir, on istorour hag etnolog daoust ma hallfec’h soñjal n’on ked med ur ‘paourkez’ yezoniour ma zalc’hfed stard da ditrou ma oberennou embanned pe ma zalc’hfed ked kont med deuz ma buez vicherel. Ma interesou yezoniel zo ledan ha skiant-prened meuz dreist-oll war ar yezoniez ziskrivel, ar variañs yezoniel, ar fonetik hag an droidigez.

An tem diazez a ro abeg d’an darn vrasa deuz ma enklaskou eo ur strivadenn da barea ar mank dalc’huz deuz un anaoudegez sosiologel pe antropologel e keñver kevredigeziou denel, dreist-oll en sevenaduriou gwasked evel re ar broiou kelteg eo bed skrived o istor evid an darn vrasa en ur langach all, gant an oll zilec’hia a zeu war roud an draze. Heb enselled, heb evez, heb soñjal piz, memez tud saved ba’r sevenaduriou-ma n’hallont ked med rei un analiz enk hag a zarn deuz ar gwirionezou kevredigezel neunt beved hag, evel e zeu rummadou da nom-heulia an eil war lerc’h i gile, ar gwirionezou kevredigezel-ma vez didroaded buan a walc’h gant gwirionezou all. En gwir, ar ‘Ragistor’ zo un tamm mat tostoc’h deomp eged ma soñjomp dre vraz – memez ba sevenaduriou eo asured o dazond – ha koll an anaoudegez-ma deuz gwirionezou kevredigezel ha sevenadurel distag zo un tamm mat anatoc’h lema zo bed (pe lema e zalc’h da zigoeza) chañchamañchou sevenadurel a skeul vraz, evel reont ba tro-droiou kelteg gwalarn an Europ.

Esperoud rañ, a greiz kalon, e gavo ar re guriuz a zeufe d’ober ur gwel d’ar sit-ma un tamm deskadurez ha traou didennuz.

.

NB Evid ar mare meuz ked skrived pajennou all en brezoneg, pigwir n’hall ked an nen kaoud labour dre ar brezoneg. Grêd vo raog pell hag esperoud rañ vin pardoned vid ar vankadenn-se.